4 400 pemoc’h o kac’hat hag o pisat en un atant sevel-loened industriel eus Gwenvenez-Penfao, se oa kalz dija met fellout a ra d’ar peizant brasaat e atant evit mont da 6 800 loen ! « Trawalc’h ! » o deus lavaret kevredigezhioù evit an endro eus ar vro. Ligue de Protection des Oiseaux (LPO) eus Liger-Atlantel, France Nature Environnement (FNE), Bretagne Vivante, Eau & Rivières de Bretagne (ERB) hag ar C’hollectif sans pesticides o deus savet klemm dirak al lez-varn melestradurel eus Naoned dimeurzh dremenet evit ma vefe nullet an aotre roet gant prefeti al Liger-Atlantel da vrasaat an atant. E miz gwengolo 2019 e oa bet roet an aotre-mañ.
Evel just o deus aon ar c’hevredigezhioù e vefe muioc’h a saotradur gant ar miliadoù a oc’h ouzhpenn. Saotradur an dour, an douar met ivez saotradur an aer rak etre Gwenvenez-Penfao ha Merzhereg emañ an atant. War-hed div gammed eus bourk Merzhereg zoken ! « Ouzhpenn-se » eme ar c’hevredigezhioù « emañ fall-put an dour er vro-mañ dija ». Ur pec’hed e vefe da zegas muioc’h a saotradur e stêrioù ar vro neuze.
Dindan vreutadur emañ ar varnadenn. A-benn miz e vo embannet e ziviz gant lez-varn melestradur Naoned.
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine